Ton hir - Pardon Sant Servez Kentañ moa bet ar boneur da anavout ma mestrez Oa ‘n daouzek a viz mae, deiz pardon Sant Servez. Ur c’houlaouenn gantei n’he dorn barzh ar prosesion Charmañ reas ma sentimant, joaius oa ma c’halon. O na pa sellen sa de'i, gaven de’ï c’hoarzoù vad O na pa c’hoarzen sa de'i, he rae din serr-lagad. Ha neuzen me de c’houlenn gant ma c’hameradoù Pesseurt micher n'oe ’r plac’h penaos oa hec’h ano. Ha kerkent oa respontet gant ma brasañ mignon Nag e oa pennherez vat, nag ur plac’h a-feson. Nag e oa pennherez vat hag ur plac’h a-feson A dra-sur dre ’r vadiant, he ano Marivon. Deus an noz barzh ma gwele ma spered vije diaes Kar ne oaren hent ebet d’hont da di ma mestrez. Ha me da soñjal neuze un nozvezh goude koan Na 'vit kemer penn an hent, evit tremen ar saon. Ha pa ma tremenet ar saon ha tremenet an dour Me da c’hervel ma Doue, 'vit donet d’am sikour. O ma Doue puissant, bezet ar vadelez Da zont da goñduiñ 'c‘ha'on, betek ti ma mestrez. Na pa ma tremenet an dour ha tremenet ar saon Me weles ur menajig, ba’ n’un tiig e-gunan. Me antreal barzh ar porz tremen' dirak ar prenestr Hag e welen Marivon, ’h ober he ziegezh. N’ur antreal barzh an ti moa saludet an dud D’an haïn (hani) gozh muioc’h ansion ma roet ar c’hentañ salud. Hag an eil salud goude moa roet da Marivon Ha klevet he fropojoù, joaius oa ma c’halon. Ha neuzen me da soñjal 'oan gant Doue choajet D’hont betak ti ma mestrez 'vit bezañ uniset.
Bal fisel Lavar din-me petra peus na bremañ pa m'och dimezet Hop hop hop n'eo ket gwir an dra-se Geo geo geo gwir mat eo se Hop hop hop n'eo ket gwir an dra-se Geo geo geo gwir mat eo se Ha bremañ meus bet ur gwaz, me meus gantañ plijadur vras Tommañ a ra din ma gwele, plijadur am eus noz ha deiz Ma 'meus kement-se plijadur, me m'bo unan o a-dra-sur Lavar din-me petra peus na bremañ pa m'och dimezet
Appel à la danse & Ton berr - Jan bihan Poulichen Paotred ha merc'hed yaouank deus a goste Kerfolben, Ne anavit ket Jañ bihan a zo o chom e Poulichen ? Ne anavit ket Jañ bihan a zo o chom e Poulichen ? En em zoug kandidad 'vit ar c'hentañ eleksion. En em zoug kandidad 'vit ar c'hentañ eleksion, Hag a chom e Sant Trefin mestr war ar grotoujen. Pa vez ai hanter beure e vez gwelet Mai’nan, Oc’h ober tro Poulichen e klask war lerc'h ar Jañ. Arsa ‘ta, ‘med Marianna, peus ket gwelet ar Jañ ? Lâr a rit dezhañ dont d'ar gêr, na prest e c'hafe bremañ. Hag ur pennad goude aie Jañ ar beg druz, Na n’evo ket e gafe ba’r piskol stubell ruz. Jañ bihan deus Poulichen, hennezh e mestr an dud, Na n'evo ket e gafe ken marvet pemzek tamm zu Me lâra deoc'h e gwirionez, henz zo eur plas kaset mad, med allaz dirijet eo digant pevar den kapabl Med allaz dirijet eo digant pevar den kapabl, Emañ Mai'nan, ar boc'h Moris, ar Jañ bihan hag e vab. Emañ Mai’nan, ar boc'h Moris, ar Jañ bihan hag e vab, Hemañ ‘zo ur c'hanfard yaouank ha deus skol da Lanniskad. Hemañ ‘zo ur c'hanfard yaouank ha deus skol da Lanniskad. Pe vez erru ar yaou e vez graet un devezh bras. Pe vez erru ar yaou e vez graet un devezh bras, Vez staget an daou ejen ha neuzen ar marc'h glas. Vez staget an daou ejen ha neuzen ar marc’h glas, Ar boc'h kozh, ar boc'h bihan, o daou da dreiel douar. Dousig, dousig, ma mab kaezh, na douchit ket re vuan, Kar ma’c’h it re dost d’ar vord, e kouezhiet en hent don.
Madame jeune fille
Chanter très bien
Musique bretonne
NOZ gavotte FEST
La fête 10h15 ce matin
Aujourd'hui
La salle des fêtes Saint-Malo Bretagne
2024
Ton hir - Pardon Sant Servez
Kentañ moa bet ar boneur da anavout ma mestrez
Oa ‘n daouzek a viz mae, deiz pardon Sant Servez.
Ur c’houlaouenn gantei n’he dorn barzh ar prosesion
Charmañ reas ma sentimant, joaius oa ma c’halon.
O na pa sellen sa de'i, gaven de’ï c’hoarzoù vad
O na pa c’hoarzen sa de'i, he rae din serr-lagad.
Ha neuzen me de c’houlenn gant ma c’hameradoù
Pesseurt micher n'oe ’r plac’h penaos oa hec’h ano.
Ha kerkent oa respontet gant ma brasañ mignon
Nag e oa pennherez vat, nag ur plac’h a-feson.
Nag e oa pennherez vat hag ur plac’h a-feson
A dra-sur dre ’r vadiant, he ano Marivon.
Deus an noz barzh ma gwele ma spered vije diaes
Kar ne oaren hent ebet d’hont da di ma mestrez.
Ha me da soñjal neuze un nozvezh goude koan
Na 'vit kemer penn an hent, evit tremen ar saon.
Ha pa ma tremenet ar saon ha tremenet an dour
Me da c’hervel ma Doue, 'vit donet d’am sikour.
O ma Doue puissant, bezet ar vadelez
Da zont da goñduiñ 'c‘ha'on, betek ti ma mestrez.
Na pa ma tremenet an dour ha tremenet ar saon
Me weles ur menajig, ba’ n’un tiig e-gunan.
Me antreal barzh ar porz tremen' dirak ar prenestr
Hag e welen Marivon, ’h ober he ziegezh.
N’ur antreal barzh an ti moa saludet an dud
D’an haïn (hani) gozh muioc’h ansion ma roet ar c’hentañ salud.
Hag an eil salud goude moa roet da Marivon
Ha klevet he fropojoù, joaius oa ma c’halon.
Ha neuzen me da soñjal 'oan gant Doue choajet
D’hont betak ti ma mestrez 'vit bezañ uniset.
Bal fisel
Lavar din-me petra peus na bremañ pa m'och dimezet
Hop hop hop n'eo ket gwir an dra-se
Geo geo geo gwir mat eo se
Hop hop hop n'eo ket gwir an dra-se
Geo geo geo gwir mat eo se
Ha bremañ meus bet ur gwaz, me meus gantañ plijadur vras
Tommañ a ra din ma gwele, plijadur am eus noz ha deiz
Ma 'meus kement-se plijadur, me m'bo unan o a-dra-sur
Lavar din-me petra peus na bremañ pa m'och dimezet
comme tjs et dans la suite des anciens : les commentaires d'actualité ;-)
Appel à la danse & Ton berr - Jan bihan Poulichen
Paotred ha merc'hed yaouank deus a goste Kerfolben,
Ne anavit ket Jañ bihan a zo o chom e Poulichen ?
Ne anavit ket Jañ bihan a zo o chom e Poulichen ?
En em zoug kandidad 'vit ar c'hentañ eleksion.
En em zoug kandidad 'vit ar c'hentañ eleksion,
Hag a chom e Sant Trefin mestr war ar grotoujen.
Pa vez ai hanter beure e vez gwelet Mai’nan,
Oc’h ober tro Poulichen e klask war lerc'h ar Jañ.
Arsa ‘ta, ‘med Marianna, peus ket gwelet ar Jañ ?
Lâr a rit dezhañ dont d'ar gêr, na prest e c'hafe bremañ.
Hag ur pennad goude aie Jañ ar beg druz,
Na n’evo ket e gafe ba’r piskol stubell ruz.
Jañ bihan deus Poulichen, hennezh e mestr an dud,
Na n'evo ket e gafe ken marvet pemzek tamm zu
Me lâra deoc'h e gwirionez, henz zo eur plas kaset mad,
med allaz dirijet eo digant pevar den kapabl
Med allaz dirijet eo digant pevar den kapabl,
Emañ Mai'nan, ar boc'h Moris, ar Jañ bihan hag e vab.
Emañ Mai’nan, ar boc'h Moris, ar Jañ bihan hag e vab,
Hemañ ‘zo ur c'hanfard yaouank ha deus skol da Lanniskad.
Hemañ ‘zo ur c'hanfard yaouank ha deus skol da Lanniskad.
Pe vez erru ar yaou e vez graet un devezh bras.
Pe vez erru ar yaou e vez graet un devezh bras,
Vez staget an daou ejen ha neuzen ar marc'h glas.
Vez staget an daou ejen ha neuzen ar marc’h glas,
Ar boc'h kozh, ar boc'h bihan, o daou da dreiel douar.
Dousig, dousig, ma mab kaezh, na douchit ket re vuan,
Kar ma’c’h it re dost d’ar vord, e kouezhiet en hent don.
j'adore !
memestra!
comme c'est bien !! ,,,,trugarez braz!!
Ur vrao a blac’h 💕Rozen Taleg 🌹
y a pas de son ?
bonjour
nous avons le son lorsque nous lisons la vidéo
cordialement
trugarez !
Dreist !