Pozioù : Na mar karje Landregeriz Alc'houezañ kloz dor o iliz Na vije ket ur bugel-koar Bet badezet en skeud al loar Ar Vagerez a c'houlenne Eus 'n aotrou Penfeunteun, un deiz Ho merc'h 'deus graet ur bugel-koar Evit ho kas diwar an douar Roit, ma merc'h, ho alc'houezoù Evit ober mezh d'ar gwall-deodoù Alc'houez an armel 'm eus kollet Me n'am eus ken alc'houez ebet [?] [?] An arc'h kerkent en deus drailhet Ar bugel-koar a zo kavet Ar bugel-koar, ar bennherez Ar baeron hag ar vaeronez O-fevar ez int bet losket Dirak an boll bopl dastumet An aotrou-kozh a ouele stenn Hag a ziframme e vlev gwenn O welet e verc'h o leskiñ Pa n'en doa bugel nemeti
Pozioù :
Na mar karje Landregeriz
Alc'houezañ kloz dor o iliz
Na vije ket ur bugel-koar
Bet badezet en skeud al loar
Ar Vagerez a c'houlenne
Eus 'n aotrou Penfeunteun, un deiz
Ho merc'h 'deus graet ur bugel-koar
Evit ho kas diwar an douar
Roit, ma merc'h, ho alc'houezoù
Evit ober mezh d'ar gwall-deodoù
Alc'houez an armel 'm eus kollet
Me n'am eus ken alc'houez ebet
[?]
[?]
An arc'h kerkent en deus drailhet
Ar bugel-koar a zo kavet
Ar bugel-koar, ar bennherez
Ar baeron hag ar vaeronez
O-fevar ez int bet losket
Dirak an boll bopl dastumet
An aotrou-kozh a ouele stenn
Hag a ziframme e vlev gwenn
O welet e verc'h o leskiñ
Pa n'en doa bugel nemeti
? --> An aotroù Pennfeunteun kounaret
En ur vouc'hal en deus kroget